Aubert Cambrai

Ur pennad Aubert zo ivez.
Aubert, war di roue Spagn e Bruxelles.

Aubert Cambrai (ganet e Haucourt war-dro ar bloaz 600 - Cambrai, war-dro 669).

Aubert (e galleg), pe Aubertus, Autbertus a oa ur manac'h frank. Kar e oa e doare pe zoare d'ar roue frank Dagobert Iañ.

Aet e oa da vanac'h hag o chom edo en abati Luxeuil. Ober a reas war-dro sevel abati Saint-Vaast. En 633 e voe anvet da eskob Arras, stag ouzh Arc'heskopti Cambrai.

Meur a abati a savas e kontelezh Flandrez hag e Kontelezh Hainaut.

Lakaet eo bet da sant paeron ar varaerien, ha lidet e vez d'ar 15 a viz Kerzu.


Developed by StudentB